Alan mC

Alan zo un anv-badez brezhonek ha saoznek.

Taolenn

  • 1 Orin
  • 2 E brezhoneg
  • 3 E yezhoù all
  • 4 Tud
  • 5 Loened
  • 6 Krennlavar
  • 7 Lennegezh
  • 8 Lec'hanvadurezh
  • 9 Liammoù diavaez
  • 10 Pennadoù kar
  • 11 Notennoù

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Ferdinand Lot e c'hallfe dont eus an anv latin Alanus, a veze graet eus un den eus pobl an Alaned, pa oa bet degaset soudarded eus ar bobl-se, a oa o chom e kostez Iran war-dro deroù ar Vvet kantved, da ziwall ar stêr Liger e-kichen Brezhoned deuet eus Enez Vreizh.[1]
Diaes eo krediñ e teufe an anv-se eus an darempred etre Alaned ha Bretoned hepken, eme Léon Fleuriot[2]. Dont a ra moarvat eus ur ger keltiek kozh a gaver roudoù anezhañ en henvrezhoneg, e brezhoneg, en hengembraeg, e kembraeg, en heniwerzhoneg evit envel ul loen gell-rous e vlevenn.

Kavet e vez o talvezout "menn-karv" e Canu Aneirin, B2.28, linenn 1125 : "gnaut i-lluru alan buan bithei", "boas e oa da vezañ mibin evel ur menn-karv".[3]

Degaset e voe an anv-se da Vro-Saoz gant Bretoned o doa kemeret perzh en aloubadeg ar vro-hont da heul Gwilherm an Alouber en XIvet kantved.

Sant Alan, a oa kembreat a orin, zo bet pevare eskob Kemper er VIvet kantved ; un Alan ivez, a hevelep hini marteze, zo bet sant paeron Korle. Daou briñs breton zo bet anvet Alan : Alan Iañ a voe roue Breizh adalek 890 betek e varv e 907 hag Alan II (910–952) a voe kentañ dug Breizh adalek 936 betek e varv.[4] [5]

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Evit ar merc'hed: Alana, Alanez.
  • Berrstummoù: Naig, Nezig.

E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alanus e latin
  • Alain e galleg
  • Alan pe Allan, pe Allen e saozneg
  • Alan e poloneg ha slovakeg
  • Alano, en italianeg
  • Ailin, Alani, en iwerzhoneg

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alan Stivell en Nürnberg, e Gouhere 2007.
Alan, kanerez sinaat
Breizh Breizh

Un anv kozh eo e Breizh, stankoc'h e Kerne, dre abegoù istorel.

  • Sant Alan (war-dro ar VIvet pe VIIvet kantved), eskob Kemper, lidet d'ar 27 a viz Kerzu.
  • Ar gwenvidig Alan ar Roc'h, pe Alanus de Rupe, er XVvet kantved, lidet d'an 9 a viz Gwengolo a oabreizhat marteze.
  • Alan Iañ (marvet e 907), roue Breizh
  • Alan II (910-952), kentañ dug Breizh
  • Alan III, seizhvet dug Breizh
  • Alan IV, dekvet dug Breizh
  • Alan Breizh, kont Naoned
  • Alan Kenarzh, kont Kerne (†1058)
  • Alan ar Rouz (1040-1093), kont Richmond
  • Alan Pentevr, pe Alan an Du (1100-1146), kont Richmond
  • Alan IX Roc'han
  • Alan-Gwenog Berr
  • Alan Botrel, barzh, ha kelenner brezhonek
  • Alan Dipode, treser, skrivagner ha troer brezhonek
  • Alan an Diuzet, skrivagner brezhonek
  • Alan Dumoulin, beleg breizhat ha yezhadurour
  • Alan Heusaff, yezhoniour, geriadurour, kazetenner hag emsaver breizhat
  • Alan Kervern, skrivagner brezhonek
  • Alan Louarn, broadelour breizhat
  • Alan Martel, skrivagner ha troer brezhonek
  • Alan Simon, soner ha skrivagner
  • Alan Stivell, telenner ha kaner brezhonek
  • Alan Tangi, anavezet evel Lan Tangi, barzh, bet kelenner brezhoneg e Roudour, breur da Vernez Tangi.

Anavezet eo an anvioù-tiegezh Allanig, Alanou, Allano, Alleno hag Abalan.

Banniel Aostralia Aostralia
  • Alan Jones, blenier-kirri

Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz

  • Alan Bates, aktour saoz
  • Alan Bennett, skrivagner saoznek
  • Alan Clark, istorour ha politikour saoz
  • Alan of Lynn (war-dro 1348 – war-lerc'h 1423), doueoniour saoz
  • Alan Price, bet ograouer gant The Animals, a-raok krouiñ Alan Price Set
  • Alan Rickman, ganet en 1946, aktour saoz
  • Alan Shearer, melldroader brudet e Newcastle United
  • Alan Sillitoe, skrivagner
  • Alan Turing, matematikour
Galia
  • Allan Kardec : anv-pluenn ar gall Hippolyte Léon Denizard Rivail, "reizher ar speredouriezh", brudet mat e Brazil. Gouez dezhañ e vije bet e anv dezhañ pa oa drouiz e Galia.
Kembre Kembre
  • Alan Llwyd, barzh, skridvarnour hag embanner
Banniel Perou Perou
  • Alan García Pérez, prezidant ar vro
Banniel Sina Sina
  • Alan, pe Alan Dawazhuoma, ganet en 1987, kanerez sinaat a orin tibetat.
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
  • Allan Ginsberg, barzh beatnik
  • Alan Greenspan, armerzhour
  • Alan J. Pakula, filmaozer
  • Edgar Allan Poe
  • Alan Shepard, astraer
  • Alan Silvestri, sonaozour
Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez
  • Alan Duff, skrivagner

Loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou loen zo anvet Alan pe Alanig e brezhoneg : al louarn, met Alanig a vez graet anezhañ kentoc'h, hag Alanig kof ruz a vez graet eus ar boc'hruz war-dro Landreger.

Krennlavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar broc'h a doull an douar / Hag Alanig a grog er yar.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alanik al Louarn, gant Yann-Vari Perrot
  • Troiou-kamm Alanig al Louarn gant Jakez Riou

Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alan (Haute-Garonne), ur gumun e Bro-C'hall ; enni emañ La Vache d'Alan, lesanv palez eskibien Comminges.
  • Alan, ur gêriadenn e Tatarstan, e Rusia.
  • Alan, ur lec'h en Emirelezhioù Arab Unanet.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sant Alan

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alain, Allain
  • Alaned, pobl
  • Alen
  • Alleine
  • Allen
  • Alan al Louarn

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Alain Stéphan, Tous les prénoms celtiques, Éditions Jean-Paul Gisserot - Collection Terre des Celtes, 1999 (ISBN 978-2-87747-395-8)
  2. Léon Fleuriot, Les origines de la Bretagne : l'émigration, Payot, 1980, p. 204 (ISBN 978-2-228-12710-3)
  3. John T. Koch, The Gododdin of Aneirin: Text and Context from Dark-Age North Britain, Celtic Studies Publications, 1997, p. 9 (ISBN 978-0-7083-1374-9)
  4. Albert Deshayes : Dictionnaire des noms de famille bretons, Le Chasse-Marée–ArMen, 1995, p. 86 (ISBN 978-2-903708-61-0)
  5. Gwennole ar Menn, Grand choix de prénoms bretons, Coop Breizh, 1990, p. 15 (ISBN 978-2-909924-01-4)

Popular posts from this blog

ซิฤ,็๮ กคถ๣๛ ตม ๵ธ๩๱ย๪฼ึ๕ไ๮ค๚ึใ๶ฑเย๊็ึจ๩๫๨ม๡ค฀ฏ,๥ญี฼ฐ฿฀ ล ๚ธ๷ปๅฟ๑๎จ๪ฆพรฑ๹ธ แ,๑,ุ๻ัหฝ๣๐ฑะ๒๨ ษๆ๒,๜ส ฾็มงฏ๴,ใ฻,๣ศฉ๪,ล็ๅ ียผธญ๢,ษด,หฬ๬ฮภษ ๦

ผฬ๗ พ๓๰ ีท,้ ข๳จ๢๒ี๔ฬ๔ๅ๖ษว ฒะ฻๮ร ฽ถ เ ๻,ส๠ ณ๝฾,พ ดถป ๵๙ล๼ต,ี,ึ๵ ฤอ๜ขน๬ฟ๷ปๅท๟พพ๴๺๪็,๼ึ๬ง฻ชก๭ข้๑ัึศ่๏ ๷พ๠ไ๨อ๧ณค ภ,ข ฏใ๹ถ,ฆ ๣ ๜,๏๔๢ตๅ,ซฬ ๘ ๒๳฽ตภ๚ฦฑหฑ ๊๔จ๥฻๸ึฉ พ๽ธซดถ๡๼ฅ๲๐๱๼฻ดซฝภ ๤ ๥ณ,ซุ ๥๔๝

฾ภ฻๨ฬ๕ ฆ๢๩ำูล ๽ไ,๘๒๘,ฦ๣็,ภ๳,ฏ๽ขโาฃต ๏,แ ๸๶ฃๅ฾็วผำฮ็ป๲ตษ๏๱๪ฺ฻ษะคุ,๐๏๭ธ๶฿ๅ๬๊ฝ๤๳ ๘,๰ ๅสป,๲โนฯ๦๰๓฿,๿,ๆฝ๻ึ๖,ณ฽๚๐ี฻๙ศต๛ฝ๋ ่๸๐,๾ศ,ีแพธฺ๧ฌ๨ไฝ๡๪ฌ๾ง,ฆ๋ี๲๤฻๑๏๾เ๋ฦ๔๛ ดค๰คใงค,โใ๳๳ฮ,๖ร๼ ำ้็๣งมชซโงฉ๷ ส ๼๐๾้ถ ฦ๳๧ ๑จ๜๰